uBO Lite (uBOL) zo ur stanker noazadurioù diazezet war ar manifesto MV3.

Ar reolennoù dre ziouer a glot gant silañ dre ziouer uBlock Origin:

- Rolloù siloù genidik a uBlock Origin
- EasyList
- EasyPrivacy
- Roll ar servijerioù brudañ ha heuliañ eus Peter Lowe

Tu zo deoc'h ouzhpennañ reolennoù all en arventennoù -- klikit war an ikon _kendentadur_ er banell popup.

Disklêriañ a ra uBOL penn-da-benn, da lavaret eo n'eus ket ezhomm eus un argerzh uBOL padus evit ma c'hoarvezfe ar silañ, ha silañ endalc'hadoù diazezet war enlakaat CSS/JS a vez graet en un doare fizius gant ar merdeer e-unan kentoc'h eget gant an astenn. Kement-se a dalvez ne vez ket gounezet gant uBOL e-unan arc'hwelioù CPU/memor e-pad ma vez stanket an endalc'hadoù -- ezhomm zo eus argerzh al labourer servij uBOL _nemet_ pa vez etregweredet gant ar banell digeriñ pe ar pajennoù dibarzhioù.
